From Wikipedia, the free encyclopedia
Er yezhoniezh e vez implijet an termen apofoniezh (saoz.: apophony) war tachennoù ar fonologiezh hag ar vorfologiezh evit komz eus un doare kemmadur kensonennel pe vogalennek evit merkañ perzhioù pe arc'hweloù yezhadurel, da skouer kembraeg corff « korf » > cyrff « korfoù » ha brezhoneg maen > mein.
Peurliesañ e teu an apofoniezh diwar diorroadur ur yezh a-hed an amzer pa deu da vezañ ur perzh morfologel ha/pe kevreadurezhel kemmoù a orin fonologel.
Meur a zoare aponiezh ez eus hervez ma vez kemmet perzhioù ur vogalenn, ur gesonenn pe c'hoazh un donenn
Kemmañ a ra arc'hwel yezhadurel resis pe degouezh apofoniezh a yezh da yezh.
Kavet e vez stank apofoniezh vogalennek (anvet « dereziadur vogalennek » pa gomzer eus diorroadur an indez-europeg dre voaz) e yezhoù ar bed, da skouer e dinkeg:
Kemmet a c'hell bezañ ivez meur a elfenn dreistskizhel, en o zouez tonennoù, lec'h an taol-mouezh pe an hirder vogalennek, da skouer e vietnameg:
Kemm tonenn | ||
---|---|---|
đây « amañ » | đấy « aze » | (tonenn ngang > tonenn sắc) |
bây giờ « bremañ » | bấy giờ « goude » | (tonenn ngang > tonenn sắc) |
kia « aze » | kìa « ahont » | (tonenn ngang > tonenn huyền) |
cứng « kaled » | cửng « dihodiñ » | (tonenn sắc > tonenn hỏi) |
En albaneg e c'hell kemmañ hirder ar vogalennoù evit merkañ niver ha/pe jener an anvioù-kadarn, da skouer:
E saozneg e c'hell kemmañ lec'h an taol-mouezh evit lakaat an diforc'h etre un anv-kadarn hag ur verb, da skouer:
A-wezhoù, kentoc'h evit o lakaet da apofoniezh e vez dielfennet seurt kemmoù dreistskizhel evel kengerioù ispisial anvet « dreistgerioù ».
Implijet e vez an termen « kemmadur » evit komz eus an apofoniezh kensonennel, dreist-holl pa gomzer eus ar yezhoù keltiek. Estreget er yezhoù keltiek e vez kavet apofoniezh kensonennel, stank a-walc'h int e yezhoù ar bed, da skouer e bembaeg ma talvez ar c'hwibanusadur hag ar staonekadur da verkañ verboù kaozus:
Verb nann-tranzitivel | Verb kaozus |
---|---|
pona "kouezhañ" | ponya "lakaat da gouezhañ" |
enda "pourmen" | ensha "lakaat da bourmen" |
kula "kreskiñ" | kusha "lakaat da greskiñ" |
Alies a-walc'h e c'hoarvez an apofoniezh gant kemmoù all, da skouer kengerioù staget ouzh ur wrizienn pe ur c'helf, da skouer e brezhoneg:
Unander | Liester |
---|---|
gad | gedon |
roc'h | reier |
A-wezhoù e vez dielfennet ivez evel un doare apofoniezh ar patromoù treuzkemmadur implijet gant yezhoù semitek] evel an arabeg ma kemm vogelennoù implijet gant ar c'helfoù, da skouer:
Ger | Ster | Patrom kemm |
---|---|---|
katab | "skrivañ" | (a - a) |
kataba | "bez' e skrivas" | (a - a - a) |
kaatab | "kenskrivañ" | (aa - a) |
kitaab | "levr" | (i - aa) |
kutub | "levrioù" | (u - u) |
kaatib | "skrivagner" | (aa - i) |
kuttaab | "skrivagnerion" | (u - ːaa) |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.