Abel Janszoon Tasman (ganet e 1603 ha marvet d’an 10 a viz Here 1659), a oa ur moraer hag un ergerzher genidik eus an Izelvroioù.
Ganet e oa bet e 1603 e Lutjegast, ur gêriadenn eus proviñs Groningen. Anavezet eo dreist-holl evit div veaj en doa graet e 1642 hag e 1644, e servij ar VOC (Kompagnunezh Izelvroat Indez ar Reter). Eñ eo an Europad kentañ a dizhas inizi Tasmania (anvet en amzer-hont Douar Van Diemen) ha Zeland-Nevez hag an hini kentañ ivez o welout an inizi Fiji, e 1643. Sevel a reas kartennoù eus meur a gorn eus Aostralia.
E bal a oa anavezout gwelloc’h ar vro anvet da neuze Holland Nevez (hag anvet bremañ Aostralia) a oa bet nevez-dizoloet an aodoù anezhi gant tud eus an Izelvroioù, ha kavout daoust hag ul lodenn e oa an douar-se eus an Terra Australis a vije bet e penn traoñ ar voul-douar. Spi he doa ar gompagnunezh VOC e vije bet kavet gantañ ur c’hevandir nevez he dije gellet ober kenwerzh gantañ.
Evit e veaj kentañ (e 1642 ha 1643) e lakaas Tasman da ouel eus Jakarta (a oa anvet Batavia en amzer-se), gant daou lestr bihan, an Heemskerck hag ar Zeehaen, treiñ penn da enez Maoris, un enezenn anavezet gant Izelvroiz, hag alese mont war-zu ar reter, war morioù dianav dezho. C’hwitañ a reas douar-bras Aostralia, ha tremen er su dezhañ, met dizoleiñ a reas evel-se un enezenn vras d’ar 24 a viz Du 1642. Anvet e voe an douar-se gantañ Anthoonij van Diemenslandt (Douar Van Diemen, diwar anv unan eus renerien ar VOC). Diwezhatoc’h e voe advadezet Tasmania gant Breizhveuriz, diwar anv Abel Tasman. Goude bezañ ergerzhet an enezenn ez eas pelloc’h c’hoazh war-zu ar reter hag en em gavout a reas e Zeland-Nevez, a voe badezet gantañ Staten Landt, gant ar soñj e oa stag ouzh un enezenn gant an hevelep anv e penn pellañ Suamerika (Isla de los Estados, enez ar Stadoù). Heuliañ a reas an douar-se, a-hed aod ar c’hornaoueg war-zu an norzh. Teurel a reas eor e norzh enez ar Su (en ur bae anvet Golden Bay hiziv) hag eno e voe lazhet pevar eus e vartoloded gant Maoried. Derc’hel a reas da vont pelloc’h war vor hag en em gavout e Strizh-mor Cook met soñjal a reas e oa en em gavet en ur vorlenn. Mont a reas war-zu porzh Batavia goude-se, o soñjal en doa kavet un douar, ar Staten Landt, a oa un tamm eus an Terra Australis. War e hent distro e kavas enezeg Tonga, d’an 21 a viz Genver 1643.
E-pad e eil beaj, e 1644, e vageas a-hed aod su Ginea Nevez, war-zu ar reter. C’hwitañ a reas Strizh-mor Torres etre Ginea Nevez hag Aostralia, ha kenderc’hel gant e veaj a-hed aod norzh Aostralia. Sevel a reas kartennoù eus an aod-se.
Mervel a reas Tasman e 1659 e Batavia.
Dipitet e voe ar gompagnunezh VOC gant beajoù Tasman : ne oa ket bet kavet gantañ broioù d’ober kenwerzh ganto na hentoù nevez kennebeut. E-pad ouzhpenn ur c’hantved c’hoazh (betek beajoù James Cook), ne voe den ebet eus Europa o vont da Dasmania pe da Zeland-Nevez ha ne voe hini ebet kennebeut oc’h ergerzhet Aostralia da vat.
Anv Abel Tasman a zo bet roet da veur a lec’h, en o zouez :
Liammoù diavaez
- The Tasman page at Project Gutenberg of Australia
- Abel Tasman (e nederlandeg)
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.