Šolta
From Wikipedia, the free encyclopedia
Šolta (distaget [ˈʃɔːlta] e kroateg, Solta en italianeg) zo un enezenn e Kroatia, en arvor Dalmatia. Emañ er c’hornôg da enez Brač hag er reter da inizi Drvenik, hag er c’hreisteiz da gêr Split, war an douar-bras. En em ledañ a ra an enezenn war 58.98 km² hag annezet eo gant 1 479 a dud (e 2001)[1].
![Keriadenn Maslinica](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c6/%C5%A0olta_Maslinica_Hrvatska_Hafen_2012_a.jpg/640px-%C5%A0olta_Maslinica_Hrvatska_Hafen_2012_a.jpg)
Diazezet eo armerzh an enezenn war gounit gwiniegi, olivez, frouezh, pesketa hag an touristerezh.[2] Rogač eo ar porzh brasañ ha Nečujam eo kreizenn an touristerezh.