From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur bobl c’herman eus ar reter e oa ar Vandaled. Bevañ a raent da gentañ war ribloù ar Mor Baltel. Goude bezañ bet o tremen e Galia, Iberia, hag en inizi ar Mor Kreizdouar, e rejont o annez en Hanternoz Afrika ha sevel ur rouantelezh eno, « Rouantelezh vandal Afrika » pe « rouantelezh Kartada » (439–533).
Iskevrennad eus | East Germanic tribes |
---|---|
Kêr-benn | Annaba |
Daveennoù douaroniel | |
Yezh implijet | Punic |
Deiziad divodañ | 6. century |
Bevañ a rae ar Vandaled da gentañ war ribl su ar Mor Baltel, er pezh a zo bremañ Polonia hag Alamagn Kar e oant moarvat d’ar C’hoted. Marteze e oa anezho meur a bobl evit gwir, kar an eil d’eben, pobloù a oa diforc’het en amzerioù koshañ (hervez Plinius an Henañ) hag a voe graet anezho holl a-gevret, diwezhatoc’h, ar Vandaled (adalek an eil kantved). Unan eus ar pobloù-se a veze graet siling anezho hag alese moarvat e teu anv Silezia.
Abalamour d’ar C’hoted hag al Lombarded o tont eus an hanternoz, e voe ret d’ar Vandaled dilec’hiañ ha mont pelloc’h war-zu ar c’hreisteiz, war-zu ar stêr Danav. Eno moarvat e voent e darempred gant pobladoù all na oant ket Germaned, evel ar Sarmated. Diwar o darempred ganto e teujont da vezañ akuit war ar marc’hegezh. Adalek an IIIe kantved en em lakaas lod anezho, a-gevret gant ar pobloù all a oa o chom er rannved-se, evel ar C’hoted hag an Alaned (ur bobl sarmat), da dagañ ar proviñsoù roman a oa en tu all d’an Danav. E-keit-se ez ae lod all eus ar Vandaled, a-gevret gant ar Vurgonded, war-zu ar c’hornôg, war-zu ar stêr Main, ha da dagañ Retia.
E 271 e voe trec’h an impalaer roman Aurelianus war ar C’hoted hag ar Vandaled, war ribloù an Danav. Emglev a reas an impalaer gant ar Vandaled evit ma teuje 2000 marc’heg vandal evel skoazellerien d’al legionoù roman. Em en staliañ a reas strolladoù Vandaled en Impalaeriezh neuze, e Pannonia, p’o doa aotre d’ober o annez eno en eskemm ouzh servijout el legionoù roman. Unan eus jeneraled diwezhañ an impalaeriezh, Flavius Stiliccho, a oa a orin vandal.
Gant an Huned o vont war-raok, e deroù ar Vvet kantved, e voe kaset ar Vandaled kuit eus o douaroù. A-gevret gant ar Sueved hag an Alaned, ez ejont war-zu ar c’hornôg, war-zu lodenn uhelañ ar stêr Roen. Eno e voe ret dezho chom a-sav ur pennad e-harz al limes roman (linennoù difenn an Impalaeriezh). Hervez ar vojenn e voe treuzet ganto ar stêr Roen skornet e-pad nozvezh an 31 a viz Kerzu 406 (e gwirionez e voent meur a zevezh o treuziñ ar stêr hag al limes). Aloubet e voe Galia ganto. Eno o devoe bec’h gant ar Romaned hag o skoazellerien Franked ha Germaned all a oa e servij an Impalaeriezh. Met lakaet e voe ar vro en arigrap ganto. Ne chomjont ket gwall bell avat ha mont a rejont pelloc’h, gant ar Sueved hag an Alaned atav. E 409 ez errujont en Hispania.
Erruout a rejont en Hispania e dibenn ar bloavezh 409 hag en em staliañ e kornioù zo, gant an Alaned hag ar Sueved. Flastret e voent gant ar Wizigoted, kaset gant an Impalaeriezh roman evit adlakaat an urzh da ren. Trec’het e voe ar Sueved meur a wech ha rankout a rejont chom e gwalarn el ledenez. An Alaned, na oant ket gwall niverus, ne chomas ket kalz a dra anezho. Hag ar Vandaled (silling ha hasding) a gavas repu er c’hreisteiz a voe preizhet ganto e-pad meur a vloaz, er pezh a veze anvet Hispania Baetica gant ar Romaned. Diwezhatoc’h e voe graet Andalouzia eus ar rannvro-se eus Spagn, diwar anv ar Vandaled moarvat.
E-pad an amzer ma chomjont eno en em lakaas ar Vandaled da zeskiñ ar mod da gas bagoù, evit tagañ an inizi Balearez hag arvor hanternoz Afrika. Ar bobl c’herman nemeti eo a voe barrek war ar merdeiñ.
D’ar mare-se eo ivez e teuas ar Vandaled, pe ul lodenn vat anezho, da vezañ kristenien, eus kredenn Arius (dindan levezon ar Wizigoted marteze).
E 428 e teuas Genserig (pe Geiserig) da vezañ roue war ar Vandaled hag ar re a chome eus an Alaned. E deroù 429 e tivizas Genserig treuziñ ar mor ha mont da hanternoz Afrika da biaouañ an douaroù mat a oa eno hag a oa e dalc’h an Impalaeriezh roman. Evit se e voe savet ur bern listri gant ar Vandaled ha treuzet e voe strizh-mor Jibraltar gant miliadoù a dud (war-dro 80 000 anezho) a erruas war aod hanternoz Maroko bremañ.
Goude-se ez eas Genserig hag ar Vandaled war-zu ar reter. Ar peoc’h a voe graet gant ar Romaned e 435 ha grataet e voe douaroù d’ar Vandaled e hanternoz Afrika. Derc’hel a rejont da glask mont war-raok war-zu ar reter avat, evit gounit muioc’h a zouaroù ha muioc’h a vadoù. Kemeret e voe Kartada gant ar Vandaled d’an 19 a viz Here 439.
Da neuze e oa an darn vrasañ eus hanternoz Afrika etre daouarn ar Vandaled : etre o c’hrabanoù e oa an douaroù gant o zrevadoù edeier ha mistri e oant war ar c’henwerzh war vor e kornôg ar Mor Kreizdouar.
Genserig a savas neuze Rouantelezh ar Vandaled hag an Alaned (lesanvet e veze Rex Wandalorum et Alanorum e latin), ur stad c’halloudus anezhi. Aloubet e voe ganto Sikilia, Sardigna, Korsika hag an Inizi Balearez. Taget e voe Roma gant ar Vandaled e 455, ha lakaet ar skrap eno e-pad pemzektez e miz Mezheven eus ar bloavezh-se. Goude-se e tistrojont da Afrika gant sammoù aour hag arc'hant.
Padout a reas Rouantelezh vandal Afrika, pe Rouantelezh Kartada, ouzhpenn ur c’hantved. Tamm-ha-tamm avat ez eas he nerzh war ziskar. Rankout a rae ar Vandaled kenvevañ gant tud a oa bet o enebourien : Romaned diouzh un tu ha meuriadoù amazigh diouzh an tu all. An diforc’hioù etre kredenn Arius pleustret gant ar Vandaled ha katoligiezh Roma a voe abeg da veur a emgann etrezo. Gant an darn vrasañ eus ar roueed vandal, nemet Hilderig, e voe heskinet ar Gatoliked e Norzhafrika. Diwar se e teuio ar Gatoliked da vezañ enebourien d’ar galloud. Tra ma voe kendeuzet ar pobloù, alies, er rouantelezhioù german all a voe diazezet war douaroù an Impalaeriezh roman (rouantelezh frank, rouantelezh vurgond), e Rouantelezh vandal Afrika e chomas diforc’het-mat ar Vandaled hag an annezidi niverus all a oa romanekaet ha kristenaet. An diforc’hioù kredennoù ha sevenadurioù a oa etrezo a voe abeg da ziskar ar rouantelezh.
Genserig (428-477) e voe ar roue galloudusañ : dindan e ren e voe sinet ar peoc’h etre ar rouantelezh vandal hag an Impalaeriezh vizantat, e 474. Gant an emglev peoc’h-se e oa anavezet galloud ar Vandaled war ul lodenn eus Norzhafrika, an Inizi Balearez, Sikilia, Sardigna ha Korsika. Genserig a varvas, kozh, d’ar 25 a viz Genver 477. Dindan ren e ziskennidi, ez eas ar galloud kreiz d’an traoñ tamm-ha-tamm. Tammoù eus Sikilia a voe aloubet gant an Ostrogoted.
Klask a reas ar roue Hilderik (523-530) ober ar peoc’h gant an impalaer bizantat Justinianus Iañ. Evit se e tivizas rentañ o madoù da Gatoliked Norzhafrika, ar pezh a lakaas an noblañs vandal da dreiñ a-enep o roue. Ober a rejont o mad eus an trubuilhoù a oa gant ar « Vaoured » (pobloù amazigh e diabarzh ar vro) evit sevel a-enep dezhañ hag e lazhañ. Ur roue all, Gelimer (530-534), a voe lakaet war an tron. Neuze e emellas an Impalaeriezh vizantat, o kas un arme 15 000 soudard, renet gant Belisarius. Faezhet e voe ar Vandaled e 533 ha 534, ha kemeret e voe Kartada gant Belisarius.
Dont a reas Norzh Afrika da vezañ ur broviñs roman en-dro. Ar Vandaled a chome bev a voe start o buhez : ur c’halz anezho a voe harluet, lod all a voe graet sklaved anezho, re all c’hoazh a voe enluet en arme Impalaeriezh Bizantion.
Dister eo ar roudoù a zo chomet eus ar Vandaled ha n’eus ket bet kavet kalz traoù war o lerc’h e Norzhafrika gant an arkeologourien. Ur merk anezho a c’hellfe bezañ en anv Andalouzia, ur ger deuet eus an arabeg al-andalus, deveret e-unan moarvat eus ar bennrann Vandal.
A-hend-all eo tremenet o anv e meur a yezh eus Europa evit ober anv eus preizherien ha gwasterien a zistruj traezoù, hep abeg ebet. E brezhoneg ivez e reer vandaled a-wechoù eus tud a zrast traoù ha vandalerezh eus ar seurt distruj.
Moarvat n’o deus ket dellezet ar vrud-se muioc’h eget ar pobloù german all. Met c’hwezhet eo bet o zaolioù skrap gant an dud a iliz eus Norzhafrika, p’o deus kontet an darvoudoù-se dre skrid.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.