Ursula K. Le Guin
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur skrivagnerez stadunanat eo Ursula Kroeber Le Guin (21 a viz Here 1929 – 22 a viz Genver 2018). Skrivet he deus romantoù, danevelloù, arnodadennoù, barzhoniezh, ha levrioù evit ar vugale.
Brudet eo dreist-holl evel ur skrivagnerez faltazi ha skiant-faltazi. Meur a wech he deus resevet ar prizioù Hugo ha Nebula. Dezhi e voe roet ar Gandalf Grand Master award e 1979 hag ar Science Fiction and Fantasy Writers of America Grand Master Award e 2003.
Fedoù berr-ha-berr
Ursula K. Le Guin | |
---|---|
Ursula K. Le Guin e 2004 | |
Ganedigezh | Ursula Kroeber 21 a viz Here 1929 Berkeley, Kalifornia Stadoù-Unanet |
Marv | 22 a viz Genver 2018 Portland, Oregon Stadoù-Unanet |
Micher | Skrivagnerez |
Marevezh | c. 1962-2018 |
Doare | Skiant-faltazi Barzhoniezh |
Internet | ursulakleguin.com |
Serriñ
Dimezet eo gant an istorour Charles A. Le Guin, a orin breizhat, hag o chom emañ e Portland, Oregon abaoe 1958.