Traoñienn ar Sent
From Wikipedia, the free encyclopedia
Traoñienn ar Sent (Vallée des Saints e galleg) a zo ur gevredigezh hag a gas ur raktres delwennoù ramzel savet e Breizh. Pal ar raktres-se a zo sevel un enez Pask breizhat eus an trede milved, ul lec'h pouezus a spered hag a enorfe memor a-stroll ar Vreizhiz, en ur zegemer delwennoù bras e greunvaen (gant un uhelder e-tro 3 m) eus 1 000 Sant Breizh (skeudennaouet gant un dremm hag o arouezioù).
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
E Karnoed eo bet dibabet al lec'h, e-kichenik Tosenn Gweltaz.
E Kuzul-merañ argevredigezh anvet "Conseil de surveillance et d'éthique" e kaver izili dre wir ha 16 ezel dilennet. E-touez an izili dre wir ez eus unan (Olivier Lévêque) e anv ar gizellerien.