Rummatadur pobladoù kentidik Norzhamerika
From Wikipedia, the free encyclopedia
Diazezet eo rummatadur pobladoù kentidik Norzhamerika — da lavaret eo Kanada (kod ISO 3166 : CA)[1], Greunland (GL), rann hanternozel Mec'hiko (MX) ha Stadoù-Unanet Amerika (US) — war rannvroioù sevenadurel, war an douaroniezh hag ar yezhoniezh. Denoniourion o deus termenet meur a rannvro sevenadurel o harzoù kemm-digemm ; kenemglev zo evit o degemer, gant un nebeud arlivioù. Dre vras ez eo bet termenet ar rannvroioù-se hervez al lec'h ma veze an Amerindianed o vevañ da vare an darempredeoù kentañ gant Europiz hag Afrikiz er XVvet kantved. Dre o annezioù orin e vez rummataet ar pobladoù a zo bet rediet da zivroañ gant Stadoù. Lod pobladoù a gaver e meur a rannvro sevenadurel. Tudourion o deus rummataet pobladoù amerindian CA hag SUA dre 10 rannvro douaroniel a ziskouez perzhioù sevenadurel boutin, alese an anv "rannvroioù sevenadurel"[2].
Lod gouizieion a vod ar Bladenn hag an Diazad Meur en ur rannvro a anvont Intermontane West ("Ar C'horn^g etre ar menezioù") e saozneg ; lod a rann ar C'hompezennoù etre Prairie ("Pradenn") ha Great Plains ("Kompezennoù Meur") ; lod arall a ziforc'h etre pobladoù Lennoù Meur Amerika (Great Lakes) ha re Koadegi ar Biz (Northeastern Woodlands).
An dek rannvro sevenadurel | |
---|---|
|
- E saozneg ez eo chomet anvioù ar pobladoù er pennad-mañ pa n'eus bet kavet stumm brezhonek testeniekaet ebet ; lod anvioù zo bet lakaet e yezh ar boblad etre krommelloù pa'z eus bet tro da ober, da skouer : Sioux (Očhéthi Šakówiŋ) ; lod pobladoù o deus meur a anv, a zo meneget etre sonnelloù, da skouer : Dakelh [Carrier].
- Kalz pobladoù a yeas da get a-c'houde donedigezh Europiz : aloubet o bro, lazhet gant kleñvedoù estren, lazhadeget, harluet dre ar sklaverezh er XVIIvet kantved hag an XVIIIvet kantved.
- Kalz pobladoù a voe divroet dre an [[naetaat kenelel] hag ar gouennlazh anvet Indian Removal Act (IRA, 28 a viz Mae 1830), "Lezenn a-zivout deportadeg an Indianed", adalek 1830 betek 1847 ; merket eo bet bro orin pep poblad pa'z eo bet gallus gober.