Roñfl (kenrouedad)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Implijet e vez an termen roñfl evit deskrivañ un den hag a glask plantañ reuz e foromoù war ar Genrouedad dre zegas enno kemennadoù dizereat.
"Roñfl" eo troidigezh ar ger saoznek troll. Krouet hag implijet e oa bet an termen "troll" evit ar wezh kentañ er bloavezhioù 1980 gant tud hag a gemere perzh en Usenet. Daoust ma vez komprenet ar ger saozneg troll da dalvezout "roñfl" bremañ, posupl-tre eo e vije bet krouet an termen troll "pesketa gant ur roued-stlej" abalamour ma vez klasket "pesketa" ar berzhidi all o lakaat anezhe da dabutal.
Un termen dangorel pe subjektivel-tre an hini eo, rak evit perzhidi zo e c'hell bezañ komprenet un hevelep kemennad evel un taol-roñfl o klask plantañ reuz daoust ma c'hell bezañ degemeret gant perzhidi all evel un degasadenn dalvoudus.