Mourroù
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar mourroù eo ar blev a gresk war ar vuzell uhelañ, dindan fri un den, hag a c'hall diskenn a bep tu d'ar genoù. Darn a zoug mourroù berr a-walc'h, krennet bep an amzer, tud all a ra war o zro e-pad bloavezhioù ken e vezont hir-mat, hag e vezont gouest da reiñ a bep seurt stummoù dezho.
Ar re hirañ a vez kribet, plezhet zoken a-wechoù.
Paotred zo o devez barv ouzhpenn ur vourrenn.