Maryse Condé
skrivagnerez gallek / From Wikipedia, the free encyclopedia
Maryse Condé (Marise Liliane Appoline Boucolon ; Pointe-à-Pitre, 11 a viz C'hwevrer 1937 - Ate, 2 a viz Ebrel 2024) a oa ur skrivagnerez hag un dramaourez eus Gwadloup, a savas a-du gant dizalc'hted he bro c'henidik[1] ha gant an hollafrikanouriezh.
Fedoù berr-ha-berr Buhez, Ditouroù all ...
Maryse Condé | |
---|---|
Maryse Condé e 2006, oadet a 69 bloaz | |
Buhez | |
Anv | Marise Liliane Appoline Boucolon |
Ganedigezh | 11 a viz C'hwevrer 1934 Pointe-à-Pitre, Gwadloup |
Marv | 2 a viz Ebrel 2024 Ate, Provañs |
Stummadur | Doktorelezh, skol-veur ar Sorbonne, Pariz |
Micher | Kelennerez war al lennegezh, kazetennerez, skrivagnerez, dramaourez |
Ditouroù all | |
Kenlabour | • University of California • Université Paris-Nanterre • University of Virginia • Columbia University in the City of New York • University of Maryland |
Serriñ
Brud bras he deus gounezet goude he romant Ségou (1984-85), a gont diskar gorrek an impalaeriezh vambara e Mali e-doug an XVIIIvet hag an XIXvet kantved.
En he romantoù e komze a-zivout an diaspora afrikat a voe ganet gant ar sklaverezh hag an trevadenniñ en inizi ar Mor Karib.
Alies ez eo bet war ar renk evit Priz Nobel al Lennegezh, ha 18 priz lennegel zo bet deroet dezhi.