Le Siècle de Louis XIV
From Wikipedia, the free encyclopedia
Le Siècle de Louis XIV zo ul levr istor gant ar skrivagner gall Voltaire (1694-1778), diwar-benn ren ar roue gall Loeiz XIV, embannet e 1751.
Mennad ar skrivagner e oa « peindre à la postérité, non les actions d'un seul homme Louis XIV, mais l'esprit des hommes dans le siècle le plus éclairé qui fut jamais »[1], da lavarout eo "livañ evit ar remziadoù da zont, naren oberoù un den hepken Loeiz XIV, met spered an dud er c'hantved muiañ sklêrijennet a voe biskoazh".
Dre an oberenn-se diwar-benn ur roue hag a renas adal 1643 betek 1715 e voe heñvelekaet ar XVIIvet kantved e Bro-C'hall ouzh personelezh ar roue Loeiz XIV.