Judo
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un arz brezel hag ur sport emgannañ eo ar judo, a orin japanat. Krouet eo bet e 1882 gant ar mestr Jigoro Kano, diwar ar ju-jitsu. Kement hag "hent ar gwevnder" e talvez ar ger judo. Pal ar judoka eo lakaat an eneber da gouezhañ war an tapiz emgann, anvet tatami, pe pa vez an daou judoka war an tatami ober a-seurt ma ne c'hallo ket fiñval ken pe ma tilezo diwar dagerezh pe alc'hwezh. Ar sal judo zo anvet dojo. Ur porpant hag ur bragoù a ya d'ober ar judogi, gwiskamant ar judoka - a reer anezhañ kimono alies daoust ma n'eo ket an anv reizh. Serriñ a reer e borpant gant ur gouriz a zo e liv diouzh barregezh ar sportour. Ur sport olimpek zo eus ar judo abaoe C'hoarioù Olimpek München e 1972.
Fedoù berr-ha-berr Iskevrennad eus, Deiziad krouiñ ...
Judo
Iskevrennad eus | combat sport, Arzoù emgannañ, Olympic sport, budō |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1882 |
Anv er yezh a orin | 柔道 |
Diazezer | Kanō Jigorō |
Aotrouniezh | International Judo Federation |
Bro orin | Japan |
Dizoloer pe ijiner | Kanō Jigorō |
Mare ma oa dizoloet pe ijinet | 1882 |
Pleustret gant | judoka |
A implij | judogi, tatami |
Serriñ