Intereset on gant Breizh hag ar bed keltiek abaoe meur a vloaz hag an dra-se zo kaoz 'oan deuet da Roazhon a-benn deskiñ yezh ar vro. Intereset bras on gant Bro-Skos ivez. Sot on gant an redadegoù kirri, ha dreist-holl gant ar F1 hag en abeg d'an dra-se on krog d'ober pennadoù diwar o fenn. Tamm ha tamm e teuin d'ober traoù-all, marteze diwar-benn Hawaii ivez abalamour ma oan o chom eno pa oan bihan-bihan. Labourat a ran war Katalonia bep an amzer ha diwar-benn ar Yuzevegezh hag ar Gristeniezh. Studioù istor em boa heuliet ivez: bep an amzer e ran traoù diwar-benn an danvez-se, dreist-holl diwar-benn Impalaeriezh roman ar Reter.
Plijet a ra din reiñ dorn d'unan bennak ma vez goulennet ha klask a ran heuliañ buhez ar gumuniezh un tamm gwelloc'h. Ne blij ket din avat bezañ lakaet e-kreiz brezelioù ne goñsern ket ac'hanon e mod ebet, amañ emaon evit kas ar brezhoneg war-raok, evit reiñ un ostilh glok ha talvoudus evit an holl vrezhonegerien ha n'eo ket evit bezañ brezelour eus un tu pe egile. Ne vir ket ouzhin da gaout soñjoù, alioù hag ur preder war ar yezh, na da selaou soñjoù hag alioù all, gant ma vez displeget en ur mod sioul ha doujus.
Delc'her 'ran da zeskiñ brezhoneg brav kar n'em eus desket brezhoneg nemet goude 2010. Un tamm skiant-prenet 'm eus tapet bremañ met ne vez ket fall bezañ adlennet.