Gwener ha Meurzh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwener ha Meurzh (pe Meurzh ha Gwener ), eo an anv a roer d'an darempred etre an daou zoue roman kevatal da Afrodite hag Ares e mojennoù Hellaz kozh, arouez ar peoc'h hag ar garantez en un tu, hini ar brezel hag an distruj en tu all. Un darempred avoultr eo o hini, hervez skridoù Homeros hag Ovidius, ha diwarnañ eo e vo ganet o mab, Kupidon, pe Amourig e skridoù brezhonek zo.
Sede arouezioù an tri doue-se: Meurzh gant e armoù hag e harnez, nemet pa ziwisk da c'hourvez gant e serc'h; Gwener en he noazh, Aval an Dizemglev war-hed brec'h dezhi a-wechoù; Kupidon askellek evel un aeliggant e wareg hag e saezhoù.