Elektrotakiskop
From Wikipedia, the free encyclopedia
An elektrotakiskop a voe unan eus an ardivinkoù kentañ bet ijinet a-benn diskouez skeudennoù fiñvus.
Ijinet e voe e 1887 gant al luc'hskeudenner Alaman Ottomar Anschütz (1846-1907).
Dreistpad al luc'hsae eo pennaenn an elektrotakiskop : lakaet e vez un heuliad skeudennoù o tibunañ buan evit reiñ kammzerc'h ar fiñv, alese an tresadennoù-bev hag ar sinema.
Eus ar ger latin skiantel electrum "goularz", hag ar gerioù henc'hresianek takhus "buan" + skopein "arselliñ" e teu anv an ardivink, a dalvezfe kement hag "arselliñ buan dre dredan" neuze.