Chatni
From Wikipedia, the free encyclopedia
Chutney (hervez an doare-skrivañ saoznek) pe chatni (hindeg: चटनी chaṭnī; ourdoueg: چٹنی chaṭnī) a reer eus ur seurt lipig, skildrenk peurliesañ, a orin eus Indez, hag a vez debret gant meuzioù liesseurt.
E kement seurt chutney a zo e kaver pimant glas ha fresk e-leizh. Ouzhpenn ez eus frouezh, legumaj, spisoù, ha temzoù-boued. Chutney yen a c'haller fardañ, met diazezet eo al lod brasañ anezho war frouezh poazhet. Sed ar re a gaver an aliesañ :
- chutney diwar kraoñ kokoz
- chutney diwar domatez
- chutney koriandrez-bent
- chutney diwar tamarindez
- chutney diwar vangez, ennañ frouezh glas gant ar plusk
- chutney diwar sitroñs glas, ennañ frouezh klok, gant ar plusk
En Europa e c'haller fardañ chutney diwar ar frouezh a gaver, evel aval pe pechez. Ouzhpennañ a reer alies sukr, holen, kignen, jinjebr, fenugrek, koriandrez, koumin hag asafoetida, a-benn reiñ muioc'h a vlaz dezhañ.
En India e vez debret chutney kerkent ha fardet. Ennañ e kaver gwinegr, eoul pe chug sitroñs, evit ma vefe aesoc'h da virout pell amzer.