Brosnach
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brosnach (saozneg: Brosna) zo ur gêriadenn eus bro Iwerzhon, e kontelezh Ciarraí. 16 km zo etre Brosnach hag Oileán Chiarraí. 1 200 den a oa o vevañ eno e 2006.
Armerzh ar gêriadenn a zo diazezet war ar gounezerezh dreist-holl. Div iliz, div skol, un ti-post ha pemp tavarn a c'heller kavout e Brosnach.