Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet
From Wikipedia, the free encyclopedia
Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet, brezel etre Europeaned trizek trevadenn Breizh-Veur eus Norzh-Amerika, skoazellet gant Spagn, Bro-C'hall hag an Izelvroioù, ha Rouantelezh Breizh-Veur. Kregiñ a reas e miz Mezheven 1775 hag echuiñ a reas e 1783 pa rankas Breizh-Veur anzav e oa bet trec'het hag asantiñ da dizalc'hidigezh ar Stadoù Unanet gant Emglev Pariz (1783).
Fedoù berr-ha-berr Rann eus, Lec'h ...
Brezel dieubidigezh ar Stadoù Unanet
Rann eus | United Kingdom–United States relations |
---|---|
Lec'h | Stadoù-Unanet |
Deiziad kregiñ | 19 Ebr 1775 |
Deiziad echuiñ | 3 Gwe 1783 |
Start point | Lexington Battle Green |
Serriñ
Ar brezel a oa bet awenet evit an darn dre ar c'hoant gant poblañsoù an trevadennoù da dalañ ouzh tailhoù nevez hag uhel a oa bet votet gant Parlamant Bro Saoz. An emsaverien chomet hep bezañ selaouet a grogas gant boycott.