Benveg-tosiñ
benveg-seniñ / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur benveg-tosiñ zo ur benveg-seniñ a vez sonet dre dosiñ, da lavarout eo dre skeiñ peurliesañ, pe dre raskañ.
Tri doare biñvioù-tosiñ zo en toserezh[1] :
- an idiofonoù, pe artoloded a son dre zaskrenoù an danvez anezho end-eeun pa skoer warnañ, evel ar zilofon ; ar re-se a vez graet enfroumerioù anezhe e Geriadur bihan ar sonerezh ;[1]
- ar membrafonoù, pe binvioù da skeiñ war grec'hin, a son dre zaskrenoù pa skoer warno, evel an taboulinoù, ; ar re-se a vez graet kenerioù anezhe e Geriadur bihan ar sonerezh;[1]
- ar c'hordofonoù, pe binvioù da skeiñ war gerdin, a son dre zaskrenoù kerdin pa skoer warno, evel ur piano; ar re-se a a vez graet kerdinerioù anezhe e Geriadur bihan ar sonerezh.[1],[2]