Auto de fé
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un auto de fé ([‘awtɔde’fe :]), pe auto-de-fé, anavezet ivez evel auto da fé, zo un termen portugalek ha spagnolek (skrivet auto de fe neuze) , deuet eus al latin actus fidei a dalv kement hag akt a feiz. "Aotodafe" eo ar stumm brezhonek[1].
Da gentañ e veze devet levrioù difeiz, evel a reas Paol Tars er Iañ kantved.
Goude e voe "embannet barnidigezhioù" an Inkizision, hag a-wechoù e veze barnet tud d'ar marv, da vezañ losket en bev meur a-wech. Kement-se avat a veze graet diwezhatoc'h, ha n'eo ket e-kerzh an auto-de-fé end-eeun.