Ar Werc'hez hag ar Mabig Jezuz gant Santez Anna (Leonardo da Vinci)
taolenn gant Leonardo da Vinci / From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Werc'hez hag ar Mabig Jezuz gant Santez Anna zo un daolenn gant Leonardo da Vinci ma weler ar Werc'hez Vari, gant he mab, Jezuz, hag he mamm, Santez Anna.
Hervez tresadennoù deuet betek ennomp e ouzomp en doa bet soñj, ur pennad, livañ Yann ar Badezour en daolenn, met a-benn ar fin e reas ur soñj all hag e lakaas un oan en e lec'h.
Ar Werc'hez hag ar Mabig Jezuz gant Santez Anna | |
Leonardo da Vinci, 1508-1510 | |
Eoullivadur war goad | |
168 × 130 cm | |
Mirdi al Louvre | |
Pariz | |
Bro-C'hall |
Seder ha sioul eo dremmen ar maouezed. Heñvelik eo ar gwelva ouzh an hini weler en daolenn Mona Lisa.