Ambrosius Aurelianus
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ambrosius Aurelianus, Emrys Wledig e anv kembraek, a oa ur brezelour brezhon, pe brezhon romanekaet, er Grennamzer uhel.
Roudoù skrivet anezhañ zo eus ar bloaz 435 betek ar bloaz 460. Kalonekaet ha frammet en deus difenn ar Vrezhoned ouzh ar Saksoned e 455.
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Ambrosius Aurelianus
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Tad | Constantine |
Breur pe c'hoar | Uthr Bendragon, Digain, Merion, Erbin of Dumnonia |
Micher | monark |
Floruit | 475 |
Krouet gant | Jafrez Menoe |
Present in work | Historia Regum Britanniae |
Prantad | Impalaeriezh roman |
Serriñ
Ur soudard eus ar vrientinelezh vreizhek-ha-roman e oa. Stummet e oa bet diouzh an teknikoù roman ha kregiñ a reas da vrezeliñ ouzh ar Saksoned e 460, ur brezel a roas brud vras d'an hini a yelas d'e heul, Uther Pendragon. N'eo ket ken brudet Ambrosius Aurelianus avat, daoust ma'z eo bet bras e berzh e difenn Enez Vreizh hag en hini an Arvorig ivez.
Kar da Paol Aorelian, avieler Bro-Leon, e vefe bet.